Ma c'halon a zo 'vel ar glav yen Ma c'halon a zo 'vel ar vorenn Gleb 'vel deliou goude ar barrad dour Ma melkoni a gan en eur chanson amour Ennon eman ivez an hirnez O sonjal eman pell ma c'harantez Gorrek eo an amzer 'vel red an dour Ma melkoni a gan en eur chanson amour Du hont eman ma c'harantez A rez d'an dremwell en ec'h enez N'hellan ket ken gwellout ar c'hastell dour Ma melkoni a gan en eur chanson amour Du hont eman ma c'harantez Ha me aman dindan ar gwez Hag o tiwall ar saout e Traon an dour Ma melkoni a gan en eur chanson amour